Paroles : Armelle Crignou
Musique : Jean-Luc Roudaut
Sorserez, sorserez,
petra ’c’hoarvez, petra
’c’hoarvez ?
Un tog a lakan war va fenn,
evit gellout mont da bourmen !
Sorserez, sorserez,
da belec’h ez ez, da belec’h ez ez ?
Me ya d’ober un dro er-maez,
c’hoant ’m eus mont betek ar
menez !
Sorserez, sorserez,
penaos ’z i betek ar menez ?
Kemer a rin ur skubellenn,
a vefe a-du d’am
dougen !
Sorserez, sorserez,
perak ’z ez betek ar menez ?
Peogwir emañ ma mignonez,
o chom just war lein ar
menez .
Hag e vo evet asambles,
ur banne soubenn sorserez




Commentaires